Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/58

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —




TEIRVED NOSVEZ
————


Bagad Arzur e goaran eo, Arzur araok lein ar meneo,
Mar ma Arzur an hini eo, prim d’hor goarek ha d’hor goal veo.
(Barzaz-Breiz).

Evel m’euz lavaret deoc’h c’hoaz, neuz ket bet atao Saozon en enez a Vro-Saoz. Pa oa an enez-ze d’ar Vretonet, re ar vro-man ha re an enez a dreuze aliez ar mor evit mont euz an eil vro d’eben : hag aveichou e vije dimizi etrezo. En amzer ta ma oa Audren roue er vro-man, arc’heskop an enez a zeuaz da c’houl sikour digantan evit he genvroiz. Audren a zalc’he he lez e Kastel-Audren. An hini a dremen breman dre ar ger-ze, a lavarfe, oc’h he guelout, e toug kaon d’ar rouaned Breiz, ha na hello ket kridi e ve bet palez rouaned enni. Biskoaz ne oa guelet eun dra truezussoc’h eget na zigouezaz en amzer ma lavaromp. An arc’heskop, deuet e Breiz gant ar re genta euz an enez, en em daolaz e treid ar roue, hag a gomzas evellen : « Aotrou roue, emezan, ha c’hui oll Bretonet hor breudeur, c’hui a ell hirvoudi ha gouela ga-