var dro. Skuiz o c’hedal, ar persoun intru a lezaz an offeren a gostez, mont a reaz d’an ty-kear evit lakaat var baper oa hen guir bersoun Plougerne. Ker goullo oa an ty-kear evel an iliz ; ne oe eur pen kristen ennan. Ar zul goude e tigouezaz e Plougerne pevar c’hant soudard, gant eur ganol vraz. Tud Plougerne na reaz muioc’h a van. An oll en em gleve mad er barrez-ze. Ar pez a zo bet kaoz m’az euz bet kement a drubuil e kals a barreziou, eo ma kavet eno tud hag a iea a du gant an dispac’herien ; tud hag a felle dezho en em binvidikaat divar goust an nesa, ha divar goust an ilizou, pe en em venji dre gassoni ha dre zisprij a enep ar religion, E Plougerne, a drugare Doue, ne oe kavet den ebet evel-ze. Paour ha pinvidik eno en em glevet oll, hag en em garent er guel a Zoue. Dre gement-man e velit e oa feiz, ha feiz doun ha stard e kalon Plougerneiz. An oll a jome sioul e Plougerne, abalamour ma c’houient oa kuzet mad ho beleyen en ho zouez, ha ma chomchent ganto keit ha ma viche ezom. Meur a vennek a goustaz da Blougerneiz bevans ha lojeiz ar zoudardet ; mœz derc’hel a rejont ganto ho beleyen mad.
Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/562
Neuz