Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/548

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 547 —

Andre, a guiteaz douar he eskopty, ha Breiz-Izel da vont da enezen Jersey a zo d’ar Saozon. Marvet eo evel an aotrou de la Marche hep beza gellet distrei d’he eskopty. Relegou an aotrou Le Mintier a zo bet digasset euz a Vro-Saoz da Landreger an urz an aotrou’n eskop David, eskop Sant-Briek ; neuze oe gret eur gouel kaër meurbet.

An hini en deuz respountet dezan he oferen diveza, zo nevez maro ; ouspen kant bloaz e devoe ; he hano oa Fanch Kerroux hag en deuz bet ar groaz sant Gregor digant hon Tad santel Pi IX evit enori he vuhez hir, stard meurbet er Feiz hag en oberou mad.

Eun nebeut goude ma oa eet kuit an aotrou’n eskop, ar republikanet a fellaz dezo saotri an Iliz kathedral. Eur vanden tud iaouank dizoue, avel an ifern en ho c’halon, a zeuaz en iliz, dont a reaz en ho fen mont da lavaret an oferen. Mont a rejont var eeun d’ar segreteri ; eno, en eur glask an traou da oferenna e kafchont eun arched. Ma, a lavaraz unan, greomp eun anterramant, œssoc’h kalze vezo deomp ; guelloc’h e gouezimp hor micher ; ni ouezo mad kana dre ar ruiou : Requiescant in pace. Ia, mad a le-