Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/540

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 539 —

pavas ; meur a zaëlou oa skuillet var ho lerc’h ; eno oe roet bep a varc’h d’ar veleyen vad-ze ken goalkasset evit ar Feiz, hag e oant prizouniet e kastel Brest da c’huerc’h heur euz an abardaez. An aotrou Parcevaux oa prizouniet d’he dro, tamallet da veza roët ali d’ar baysantet da enebi ouz al lezennou fall.

Er parreziou, e leac’h ne oa nemet kouerien pe paysantet, na droe ket speret an dud ker buhan.

Al labourerien divar ar meaz a oar mad ho c’hatekiz peurvuia ; ha ne deo ket ken œz ho lakaat da gemer ar gaou evit ar guir.

Abalamour da gement-ze, ar veleyen vad a hellaz lod anezo chom pell amzer kuzet etouez an dud divar ar meaz ; hag e chomaz evel-ze ar feiz kristen stard etouez an dud.

Eleac’h ma n’em gave aotrouien fall, a gassee ar veleyen hag ar relijion, an dud a droe kein d’ar feiz, aveichou dre aoun, evit plijout d’an dud fall-ze, o sonjal oant gouieziekoc’h evito.