hag a zalc’h he zaoulagad var ar mor, a c’hleb aochou al lec’hik dudiuz-ze, a zant he galon douget d’ar beden ha d’an orœson ; ha n’en em souez ket m’an deuz bet abat Landevennek komposet ar c’han latin kaer evit soulajamant an eneou euz ar Purgator : Languentibus in Purgatorio. Evit derc’hel sonch euz ar mirakl erruet e kichen Lesneven euz bet savet tost da Landevennek eur chapel dindan hano an Intron-Varia ar Folgoat, evel ma zaver e peb leac’h chapeliou dindan hano ar Verc’hez ar Salet. Ar re na ouezont ket an istor euz ar Vreiz, ha ne deo ket studiet avoalc’h, o deuz sonjet en doa bevet Salaün e kichen Landevennek. Cetu petra lavar var gement-ze abat Landevennek he unan : « Salaün oa eur paourkez innosant a glaske an aluzen er c’herriou tost da Lesneven : Me va unan, eme Iann Langoueznou, em euz guelet ar mirakl (eur fleurdelizen a zeue euz al leac’h ma oa douaret Salaün ha var he deliou oa merket e lizerennou aour : Ave Maria). Gret em euz e latin eur c’hantik evit soulajamant eneou ar Purgator, enni meuz skrivet c’huec’h gueich : o
Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/54
Neuz