Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/538

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 537 —

o doa lavaret dezo oa ar veleyen ar pen abek euz malheuriou ar vro.

Tud all, er c’hontroll, a vouele var ho lerc’h, o c’houzout mad pa vank ar veleyen, ar relijion a ia kuit.

D’ar zul, 23 guengolo 1791, republikanet Brest a zigouezaz e parrez Sant-Divy ; kanet oa ar gousperou ; kelc’hi a reont an iliz, ha daou soudard a antreaz en Iliz hag a c’houlennaz digant an daou vœlek a gane ar gousperou : Ha gret o peuz al le goulennet dre al lezen ? Nan a respountaz an aotrounet beleyen : peuraichuit da gana, abalamour d’ar bobl zo aman ; pa vint aichuet dont a reot ganeomp e Brest. An aotrou Gourmelon hag an aotrou Kauseur oant lakeet e kreiz an dragonet ; ar baysantet oe gourdrouzet e brezonek. Ho goad a verve en ho gwasied ; an dragonet a lammaz buhan var ho c’hezek, koulskoude eun drafat mein a gouezaz var ho c’hein ; eun ten pistolen tennet var ar baysantet ho lakeaz da heana. An daou vœlek var droad a renkaz bale e kreiz an dragonet var varc’h beteg Gui-