Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/536

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 535 —

Ne oa e nep leac’h iskinet ar relijion evel ma oe e Breiz. Tud ar Finistère ha re Kostez-an-Nord oa ar re grissa a enep ar veleyen vad. Ar C’hoz, euz a Blonevez, ha Jean Minée euz a Baris, laket da eskop fall e Naonet, a iskine ar veleyen hag ar gristenien vad en eun doare goal griz.

Ententit mad, va zud, evit kompren kouraich ar veleyen vad en amzer denn-ze, nac’het e vije outo pa joment stard er guir feiz, ho bevans, hag ar voyen da veva en honestis. Ar bœlek a reüse ober al le schismatik, a renke divar neuze beva divar an aluzen. Ouspen-ze e vije lavaret kement a draou fall anezan ma zeue lod euz ar bobl d’ho c’hridi. Gouzout a rit en amzer a drubuil ez euz atao tud a dro euz an tu krea.

E peb parrez, en em gave tud evel-ze, a zeue da ober goab euz ho beleyen, pa ho c’havent stard d’ar feiz. Pa vije euz eur vorc’h bennag lakeet eur bœlek mad er prizoun, e teue var he lerc’h a vandennadou tud iaouank dirollet, an dud fall