goude. Ne oa eskop ebet en ho zouez, a drugarez Doue.
Aman an dall koz a heanaz hag e kouezaz daelou euz he zaoulagad, sonjal a ree martreze en deveziou trist-ze e renkaz kuitaat ar seminer.
Peb bœlek e karg a renkaz neuze dre an oll rouantelez pe toui pe kuitaat.
Ar c’hloarejen iaouank euz a Roazon, a renkaz renons d’ar velegiach, skriva a rejont araok pellaat diouz ar seminer eul lizer d’ho eskop ker kalounek, an aotrou de Jirak, evit prometti dezan derc’hel d’ar guir relijion beteg ar maro. An oll c’hloarejen en oll eskoptiou a renkaz neuze n’em denna d’ar ger. Nep na oar ket petra eo beza galvet da servich Doue, na gompreno ket va foan ha va nec’hamant pa renkiz mont kuit euz ar seminer.
An dud a ouie peurvuia en avans piou euz ar veleyen o dije dalc’het stard d’ar feiz, ha piou en dije gret al le. Pa vije en eul leac’h bennag eur bœlek ha na roe ket ar skuer vad, pa na oa ket gouiek, pe a oa aounik ; hennez a lava-