Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/528

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 527 —

paganet dirag patrom ar roue Nabuchodonosor. Ar baysanted a zirollaz da c’hoarzin ; ar soudardet a ordrenaz dezo daoulina : lod a blegaz eur c’hlin, daou kalounekoc’h evit ar re all, a lavaraz a vouez huel : Petra oump deuet d’ober aman ? en em dennomp ac’han ; ha neuze oe klevet trouz ar boutou pren var pave Lesneven ; al Leonardet o font kuit evit mont en dro d’ar ger. Pa oe aichuet ar jolori, e oa guelet eun den e karg en he za, hag an tok var he ben, etouez ar re maleüruz avoalc’h evit daoulina dirag ar patrom divalo. An aotrou Feburier, barner a beoc’h e Lesneven, oa an den kalounek-ze ; enor dezan, enor da viken !! An dra-man a zo pec’hi a enep Doue, pec’het a idolatri ! ! emezan. He vignonet a glaske he lakaat da zaoulina en despet dezan. D’an daoulin, d’an daoulin, a ioue an dud fall. Biken, a respounte an aotrou Feburier, na zaoulinan nemet dirag ar guir Doue, krouer an env hag an douar ! an dra-man aotronet a zo idolatri, netra ken. Var ho taoulin, Feburier,