Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/526

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 525 —

Mirabeau, an den dirollet-ze, en doa henchet an Assemblée da ober kement a draou fall, a lavaraz en or zont er meaz en devez-ze : Ni hon euz bet ho arc’hant hag hi o deuz dalc’het an enor ; ar veleyen zo bet hirio treac’h deomp.

Mirabeau a varvaz neubeut a viziou goude. Etre ar goueliou iskiz eus ar republikanet, oe gret unan er miz ebreul 1791 goude maro an den fall-ze evit he enori. Rag en amzeriou trist-man a fell c’hoaz dezo enori an dud fall ha goapaat an dud vad. Penaoz o deuz allet ar Vretonet hag ar Francisien gouzanv heb klemm an oll draou euzus gret a enep ar relijion gant ar republikanet ! Lakeet oe eta patrom Mirabeau var eun aoter, var blasen Lesneven ; an oll dud er c’hargou a renkaz dont d’ar gouel iskiz-ze pe koll ho fost. Lesneven oa neuze ar ger genta euz a vro Leon, hag e oa enni kals tud er c’hargou. Ar baysanted oa deuet dy da velet eun dra ken dibaot. Pa oe kanet ar Marseillaise, an oll, o tra mezuz ! ann oll a zaoulinaz dirag patrom Mirabeau evel gueichal ar