Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/524

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 523 —

ar c’henta den a Iliz galvet da doui, eun eskop, an aotrou D’Usson de Bonnak, eskop Ajen, a reüzaz a gren ober al le, hag a ziskennaz euz ar gador. Eur person euz he eskopti a reaz eveltan. Unan euz an Normandi a lavaraz e talc’hje d’ar guir relijion beteg ar maro. Neuze an dud fall e kounar a zifen d’ar veleyen dont beteg ar gador, hag a lavar dezo respount ia pe nan hebken, heb lavarout perag na fell ket dezo toui. Kazalez, unan euz an depuleet mad, a glaskaz neuze difen ar veleyen ; hogen he vouez ne oe ket selaouet. Ar presidant a lavaraz neuze d’an oll dud a Iliz sevel en eun taol hag ober al le. Ar veleyen vad oa var dro tri c’hant anezo, hag en ho zouez tregont eskop, azezet oll var bankou an tu deou euz an Assemblée (rag ar re fall oe azezet var bankou an tu kleiz), ar veleyen vad, a lavaran, galvet da zevel evit ober al le, a chomaz oll azezet, ha nikun anezo na zentaz euz mouez ar presidant ; guelloc’h ganto senti ouz hini ho c’houstians, hini Doue.