daou euz a Gemper, a skrivaz neuze an difen euz an Iliz katolik, apostolik ha romen. An aotrou’n eskop a Leon, hag an aotrou Sant-Luk, eskop Kemper, a skrivaz ive d’hon Tad-Santel ar Pab Pi c’huerc’h, evit goul kuzul digantan. An aotrou Sant-Luk oa klan, pa zeuaz tud ar gouarnamant da c’houlen al le digantan : Cetu aman, emezan, cetu evidoun taol ar maro ! Kass a reaz neuze he respont evit reüzi al le ; hag e varvaz pevar devez goude, o veza roet ar c’henta ar skuer heuliet gant kasi an oll eskibien.
Eskopti Kemper, en eur goll he eskop mad, en em gavaz ar c’henta dindan al lezennou nevez ; hag e oe leac’h neuze da c’hervel ar bobl da choas he unan he eskop. Ar C’hoz euz a Blonevez-Porzay hag Ollitraul euz a Gemper a veulaz lezennou nevez ; an aotrou Koroller, person Sant-Vaze, e Kemper, a respountaz anezo. Hogen ar bobl, leun a joa da ziskuez he dammik gallout e afferiou an Iliz, petra bennag na gomprene ket nemeur a dra eni, en em rentaz e Kemper en despet da vouez ho beleyen, ha kalz anezo na ouient nemet ar brezonek, ha na gomprenent seurt d’ar pez a vije lavaret dezo e gallek, rei a roaz kouls-