pountaz dezan an devez varlec’h, hag a zisklœriaz direspet, en dije desket ho c’hreden d’an oll veleyen ha d’an tregont eskop oa neuze deputeet en Assemblée.
Neubeut a neubeut an dud difeiz euz an Assemblée a zeuaz a ben da ober al lezennou nevez ker brudet dindan an hano a Gonstitution civile ar veleyen ; da lavaret eo lakaat ar veleyen a renk ar re o deuz kargou er gouarnamant, hag o lakaat evel tud na zalc’hont mui ho c’harg euz a Jesus-Christ mœs euz an dud. An aotrou’n eskop La Marche a skrivaz neuze d’an oll veleyen euz a eskopti Leon, an doare d’en em gemer evit chom stard en ho dever ; hag a lavaraz da beb hini anezo : Esto fidelis usque ad mortem, bezit fidel beteg ar maro !
Etouez al lezennou sakrilaich euz an Assemblée, var ben an dud a Iliz, e oe douget houman : An eskop e vije choazet gant tud an eskopti hag hanvet d’ar muia moueziou. Ar bersonnet, hanvet evel-ze ive e pep parrez, a helle choas peb hini he gureet hervez ma karie, evit e sikour en he labour. Ar veleyen a dlie neuze toui pe ober al le, evel an dud e kargou ar gouarnamant.
An aotrounet Berardier ha Royou, ho