Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/490

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 489 —

ho c’hostez etouez an deputeet pe kannadou, eun neubeut beleyen ha relijiuset fall, mœz ar relijion. Tud ar bed, tud difeiz a n’em lakeaz etre Doue, etre Jesus-Christ hag an eneou a zibab dreist ar re all, hag a zifennaz euz an dud-ze en em rei d’ho C’hrouer. O dallentez ! o divezdet ! o sakrilaich !

An dall koz a jomaz neuze heb lavaret ger, sevel a reaz he zaoulagad serret ha leun a zaëlou varzu an env. An oll amezeien en em dennaz sioul, ho c’halon rannet gant ar glac’har, o klevout pegen braz oa bet guechall er vro an dianaoudegez e kenver Doue !




SEIZVET NOSVEZ VARNUGENT
————


O Breiz, bro karet setu da vugale,
Huel ho baniel a leveront deomp-ni ;
Ha bezit christenien dirag an dud impi :
Gant joa hon deuz skuiliet hor goad evit ar fe !

An eskibien, o velout ne oant ket gouest da barlant en Assemblée, kement a drouz e vije greet evit mirout outo da veza klevet, ha ken injuriet e oant pa bignent er gador, a lakeaz dre skrid ar