Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/484

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 483 —

skuillet gant tud henvel ouz loenet gouez er c’hoajou. » Neuze an eskop santel a lavar d’he bobl a vel mad pe seurt c’hoant o deuz an dud difeiz da ziskar ar relijion ; ha n’o deuz goulennet dilœz guiriou an dud a Iliz nemet evit dont œsssoc’h a ben anezo. An dra-ze a oa guir hervez ma velfot dre ar pez a erruaz goudeze.

Al lizer-se skrivet gant eun eskop, a dlie beza lennet gant respet ha doujans ; mœs an dud fall a laoskaz eur c’hri hag eun hu braz en he enep, hag a oe persekutet pe iskinet an eskop mad-man evit beza grœt he zever.

Galvet oe da gomparissa dirag an Assemblée Nationale evit renta kount euz he gundu. Tud euz he eskopti o doa soken an hardizegez da c’hervel evel-se ho eskop da veza barnet e Paris. Disonjet oe neuze a gren an doujans dleet d’an eskibien ha d’an oll dud e karg.

D’an 13 a viz here 1789, an aotrou Talleyrand, hag en deuz saotret he hano dre he drubarderez, a lavaraz d’an Assemblée Nationale, guerza oll danvez an Iliz evit pea dlee ar rouantelez.

D’an dregont euz ar memez miz an aotrou Boisjelin, ginidik euz a Vreiz