Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/482

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 481 —

he follentez, ha goulen a reaz pedennou publik evit dioual ar rouantelez euz buanegez an aotrou Doue.

D’ar 14 a viz guengolo 1789, evit senti ouz ar roue, an aotrou Le Mintier eskop Landreger, a skrivaz d’he bobl eul lizer kaer meurbet, enan a lavare : « Allaz, va breudeur, pegen dishenvel eo breman ar rouantelez Frans euz ar pez maz oa guechall : Frans, te oa ar c’haera loden euz ar bed katolik, da vugale oa euz an dud guella ; ha breman setu da brincet divroet o klask tec’hout rag ho c’henvroiz kounaret ; an den euz ar vro enebour d’an den euz ar memez bro ; ar speret a zizentidigez meulet ha savet huel meurbet. Na heller mui na prena, na guerza ; al lezennou n’int mui heuliet ; ar re zo karget da lakaat an dud da senti d’al lezennou n’o deuz mui ar gallout ; an nerz a zo breman e daouarn ar bobl ; hag an nep en deuz da glem euz eun all, a hell skei gantan heb na vo miret outan. An den venjus a zo mœstr da laza nep a zisplij dezan. Ia, goad hor breudeur zo skuillet : ha Pariz, kær ker brudet dre zouzder ha deskadurez he habitantet, a zo bet disenoret gant goad inosant