Normandet. Mont a reaz ha trec’het oant gantan en eun dachen hanvet Izel-vez, e parrez Plounevez. Eur groaz zo savet e tachen Lanvengat e Guik-Seni, el lec’h m’an doa ar bugel guelet listri an Normandet da genta. Guenole zo bet ive en enez Sizun, e pelec’h em euz guelet va unan ar vorc’h hanvet borc’h Sant-Guenole. Kuitaat a reaz an enez evit mont da Gemper da velout sant Kaorintin, eskop euz ar ger-ze. Sant Kaorintin en doa bet he balez digant ar roue Gradlon evit chomm ennan. Sant Guenole a oa great abad euz eur gouent e Landevenek. Ar roue Gradlon a reaz sevel ar gouent-ze.
Ma oa ar roue Gradlon douget kals d’ar relijion, ma iee kement a duchentilet d’an offeren peb sul, an darn vuia euz an dud er ger a Iz a veve evel paganet, ha ma voa aliez e kichen ar roue eun æl evel sant Guenole, e oa bemdez gantan eun diaoul. Merc’h ar roue, hanvet Dahut, oa unan euz ar re falla, ha skuiza a reaz madelez Doue dre he dizurchou. Eun nozvez-ta oa klevet e ker ar iud spountuz-man : « Laosket ar puns, beuzet ker ! » Piou en doa kemeret an alc’huez ha digoret an noriou euz tu ar mor ? Den ner goar. Neuze a