Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/462

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 461 —

poulzet gant konseil ker hag he senechal. Ar re-man a gavaz an dic’haou euz ho foan var ar chafaut rag dibennet oant dre zaouarn ho mignonet nebeut bloaveziou goude. Ar re o deuz preparet ar revolution o deuz bet kasi oll ho c’hasti memez er bed-man hag ar c’hasti-ze oe beza dibennet : eurüz ar re na gavsont ket ouspen ho c’hasti er bed all !!

Eur gernez a zeuaz da greski malheur ar vro. Tud hag o doa ezom euz hon trubuillou evit ho interest ho unan o doa prenet an ed ; hag e gasset er broiou diavez evit ma heljent æssoc’h aze lakaat ar bobl d’en em revolti.

Neuze e teuaz tud euz a Vrest e Lannuon da brena ed evit magadurez ar vartolodet. Ar bobl a Lannuon a laeraz an ed prenet gant an dud euz a Vrest hag e klaskjont laza anezo. Tud vad e Lannuon a reaz ho fossubl evit difen re Vrest. Eur c’higer a zeuaz el lec’h ma oant, gant eur gontel vraz a leme dirazo, o c’houlen troc’hi ho fen. Diæz oa tenna an dud paour-ze euz daouarn eur bobl ker kriz.