Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/46

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —

kez-ze. En em daol a reaz var he zaoulin en eur lavaret : Breur, e hano an hini en deuz da grouet, sav en da za. Ker buhan an hini maro a zavaz, hag an oll souezet a veulaz an Doue oll-galloudek.

Sant Guenole, an hini a reaz an dra burzuduz-ze, a oa mab da Fragan, deut euz ar Vreiz-Veur er barrez Ploufragan. Tremen a ree he amzer er beden, o choum gant sant Kaorintin e koat Nevet e kichen Menec’hom, e parrez Ploumodiern. Na iee d’ar guer a Iz nemet pa oa mad evit ar vro. Gradlon-Veur hen gare kals, ha selaou a ree he aliou. Eur veich sant Guenole a zaveteaz ar vro, ha setu ama pe doare : An Normandet, tud a vor ha paganet, na glaskent nemet aour hag arc’hant, hag a zistruje beteg an ilizou, a ziskennaz en amzer-ze e parrez Guik-Seni, e Leon. Eur bugel, o sellet ouz ar mor, a iouaz er chis-man : « Va Doue, me a vel mil guern ! » Sant Guenole, oa neuze e Lesguen, er barrez Plouguen e Leon, — e leac’h ma jom c’hoaz chapel ar maner koz Lezguen, pe Lezven, da lavaret eo, maner guen. (Guen oa hano mam sant Guenole), — a aliaz he dad da vont eneb an