Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/452

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 451 —

N’eus netra goassoc’h eget eur revolution pe dispac’h en eur vro.

Eur revolution zo evit ar broiou evel an dersien domm evit an dud, eun arneu braz evit listri var vor.

Eur vro hag a ra revolutionou en em zistruj he unan ; erruout a ra gantan evel gant eun den en deuz klenvejou braz an eil goude egile.

Peurvuia neket ar bobl a ra ar revolutionou ; gret e vent en despet dezan gant eur rummad tud ha ne n’em gavont ket mad en ho stad. An dud divar ar meaz, ispicial, ne glaskont nemet ar peoc’h, rag pea a renkent n’euz forz pe du, ha goassoc’h en amzer eur revolution eget en eun amzer all.

Me oa goall iaouank pa zigouezaz ar malheur braz-ze, ar brassa zo kouezet var rouantelez Frans.

Guelet em euz dibenna va zad ha va mam baour ; kemer va lodennik leve ; diskar kroaz va iliz ; kass kuit person va farrez ; bet oun bet va unan kasset er meaz euz ar seminer e pelec’h e oan oc’h ober va studi. Neuze n’em euz bet evit