all, a zeue bep sul euz ar ger a Iz d’an offeren da Lanval. » Ar ger a Iz a oa var lez ar mor, ha darn euz an tiez oa savet tre en aod var treujennou guez braz laket doun er mor. Klevet oc’h euz marteze ar vartolodet o lavarout ez euz en Europa, e tu ar sao-heol, eur ger hanvet Venis, pehini zo gret en doare-ze. Ar mor oa kendalc’het e kichen ker gant mogeriou braz, sarret gant doriou, a bere ar roue hebken en doa an alc’huez, hi oa eun alc’huez aour. Hen dougen a ree, stag euz he c’houzoug, evel ma lavar an istor : kaer oa guelet ar roue gant he vantel moug hag he vleo guen kan var he choug, hag he alc’huez aour euz kerc’hen he c’houg.
Ar roue Gradlon, oa o chom er ger a Iz, hen oa eur c’hristen mad. Lavaret a reer e ker na vije bemdez nemet c’hoariou. Eun devez ma oa eur c’hoari emgann eno, oa deuet kals tud estren, eun den iaouank euz ar re huela, ha karet gant ar roue, oa taolet divar he varc’h var an dachen gant kement a nerz ma varvaz var an taol. Sant Guenole, o vont da velet ar roue Gradlon, o veza klevet ar pez oa c’hoarvezet, a ieaz beteg an den iaouank