Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/436

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 435 —

n’euz forz pe veich. » Ar re Bro-Gall, o klevout ar ganaouen-ze, a gane ive eur ganaouen e brezounek. Choum a rezont sapatuet pe souezet euz an daou du ; hag eun neubeut goude, taol a rejont ho armou, hag a redont d’en em vriata an eil egile evel breudeur ker, dirag ar Saozon. Ar reman, estlammet ha kounaret, o velout oant dilæzet gant ar re Bro-Gall, en em dennaz prim d’ho batimanchou.

Laouennat a rin c’hoaz ho kalonou en eur lavaret deoc’h ar pez o deuz gret ar vartolodet breton euz a bep amrer a enep ar Saozon. Ar Vretoned zo bet atao ter d’ar brezel, ha dreist oll var ar mor. Ni zo ganet var aochou ar mor, hon bugale zo martolodet. Da biou vo komzet guella euz gloar hon martolodet gueich-all ?

An hini kenta eo Guillou ar C’hastel, euz Tremazan. Hen hag he vreur Tanguy o deuz epad ho buhez lakeet ar Saozon da derc’hout dirazo. Devet o deus porziou braz e Bro-Saoz, kemeret an ed, al loenet euz ar meachou tro-var-dro, evit ho c’hass e Breiz, e pelec’h an enemiet