Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/424

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 423 —

gemeraz ket evez mad euz ar rouantelez. Mignoun oa d’ar Saozon, hag abalamour d’an dra-ze ne oa ket mignon d’ar Vretoned.

Ober a ree kement a veac’h d’ar Vretoned ma zeuaz c’hoant d’ar reman d’en em zispartia euz ar rouantelez, ha dont evel ma oant araok dimizi an dugez Anna gant ar roue a Frans. An dra-ze oa disklæriet da Filip. Raktal oe paket kals tuchentil, hag etrezo Mont-Louis, Kouedik, Pontkalek ha Talhouet. Ar markiz Pontkalek n’en doa nemet daou vloaz varnugent, en em guzet en doa e ty ar person Berne. Karet oa gant an dud divar ar meaz, hag ar verz a lavar : « Eur paourkez o klask he vouet en deuz he ziskuliet, eur c’houer (eur paysant) n’en defe ket gret, ha pa vije roët dezan pemp kant skoët. »

Da vouel Maria Anter-Eost e teuaz dragonnet pe jendarmet da gerc’hat markiz Pontkalek.

Pa oant deuet e sall ar presbiter Lignol, ar markiz a gemeraz he bistolen evit tenna varnezo.