Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/412

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 411 —

eur c’hastel evit ober beac’h da Vrest, ha kaout evelse da genta ar Vreiz, ha goude-ze ar Frans. Kals batimanchou oa deuet ganto da borz Kamelet. Petra a helle tud Kamelet ha re Grozon ober a enep kement-all ? Koulskoude na chomont ket da zellet oud an enemiet heb leuskel eun ten bennag. Ar bobl en em zastumaz ; re Grozon ha re Kamaret a zeuaz da bidi an Introun Varia Rochemadou, var eur beg douar, a zarr porz Kamelet. En em lakaat a rezont d’an daoulin e treid ar Verc’hez ; ha pa oant savet, e velzont ar Verc’hez Santel ec’h asten he dorn var ar mor, hag he gass a dreon kement ma choumaz al listri saozon var ar zeac’h. Neuze ar Vretoned, o ioual gant al laouenedigez ha leun a fizians e Mam Doue, en em daolaz var ar Saozon, hag ho lazent oll el lec’h hanvet abaoue Maro ar Saozon, hag a hell bep beachour guelet etre Kamaret ha Krozon.

En amzer ar rouanet Louis XIII ha Louis XIV, menec’h sant Beneat o deuz kemeret ar boan da skriva istor