Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/410

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 409 —


TEIRVET NOSVEZ VARNUGENT
————

Var markiz iaouank Ponkalek,
Ker koant, ker drant, ker kalonek,
Mignon oa d‘ar Vretonet,
Abalamour ane e deuet, hag etrezo oa bet maget.

Na livirin ket deoc’h an oll draou digouezet e Frans hag e Breiz pa oe Louis trizek ha Louis pevarzek var an tron. Eur breton mad, an aotrou Kourson, en deuz dastumet kalz skridou euz kuzulerien ar barreziou araog 1789 hag hen deuz ho c’hasset da Bariz evit beza miret gant enor ha diskuez d’an oll pegement a sourci o doa hon tadou koz euz mad ho c’harter. Pegen buhan an den penvidik a sikoure neuze ar re baour. Ne oa espernet netra ganto evit derc’hel ar relijion hag an urz vad er vro. Anat eo dre ze e oa gouarnet mad ar Vreiz araog ar revolusion ; hag eur vro renet mad, a zo eur vro eüruz. Koulskoude, klevet em euz lavaret pa oa Louis XIV roue a Frans, ar Saozon oa deuet e Kamelet, pe Kamaret, e tro Krozon, evit klask kaout ar porz-ze e pelec’h e dijent savet