Frans, a c’hounezaz buhan kalonou he zujidi ; n’euz ket bet james eur roue ken karet gant he bobl. Dont a reaz goude ar peoc’h da Roazon ha da Naonet evit lakaat ar Vretoned da c’houzout pegen mad oa, ha diskuez dezo n’ho dije ket dleet ober ar brezel dezan. E Naonet Herri IV a jomaz da zellet euz kastel an duget hag he c’havaz kaër meurbet : an duget a Vreiz ne oant ket tud dister, emeve. Na c’hoantee nemet mad an oll euz he rouantelez, hag a lavare aliez : C’hoant am euz a hellfe pep merour, pep den divar ar meaz dibri kik peb zul, ha kaout magadurez vad epad ar sizun.
An dud boazetoc’h d’ar brezel eget d’ar peoc’h, na oant ket evit choum unanet, hag en em goal gassent etrezo.
Ar roue Herri a c’halve dirazan an dud direiz-ze : Penaoz, eme-he, na diessoc’h e vo deoc’hui ankounec’haat ar gaou gret deoc’h evit na deo din ?