Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/400

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 399 —

gaoz oa varben Kemper : œz vije dezan emehe antreal e ker dre drubarderez. An itron a responte dezan ne dije ket allet kaout Kemper. Itron a lavaraz dezi Fontanellan, ar ger a Gemper a zo dime evel ma zeo deoc’h ar saë a zougit. An itron-ze a gassaz e kuz ar c’homzou-ze da Kemperiz, evit o lakaat var evez. Doue a oar pe seurt krimou vije bet gret er ger-ze gant ar rum laëroun-ze, penefe a zigassas an aotrou Doue e Kemper an aotrou Kerollain evit difen Kemperiz ha divoal ho c’her. Pa oa kemeret kastel Krozon, an emgann oa ar goassa eno euz ar brezel e Breiz. Jan Jegado aotrou Kerollain a lammaz var ar voger hag eun taol lans a ziframmaz dezan he chod beteg he skouarn ; ker kalounek a oa ma zavaz deoc’htu adarre var ar vogeriou ken e oe kemeret kastel Krozon.

Ar veich kenta, noz tenval oa ; dont a ree dre ar stang vihan. Re Gemper a oa kuzet a dreon ar c’hleuniou, ha pa