Salaün, a joumaz en he lez, hag a oa roue goude he dad, hag a leverer, na laoskaz mui guerza an dud evel loëned, evel ma oa bet ar giz beteg-neuze. Rak, araok an amzer-ze, ar re n’hellent ket pea ho dlee, a vije guerzet da dud estren a zeue gant listri d’ho c’hemer evel marc’hadourez. Daoust d’ar madober-se, an istor a lavar oa bet lazet Salaun gant he zujidi er barrez hanvet breman Lou-Merzer e kichen Landerne.
Setu aze, va zud vad, petra lavar lod a c’hoarvezaz e Breiz er c’henta amzeriou goude donedigez hor Zalver ; ha trugarekaomp an Aotrou Doue hag ar Verc’hez da veza digasset deomp sklerijen ar feiz, heb pehini e vijemp bet atao evel anevalet, oc’h en em verza an eil egile, ha goulennomp a galoun, araok mont da gousket, ma joumo atao ar feiz en hon touez. Evel-ze bezet gret.
Er c’his-ze a aichuaz ar paourkez dall he zanevel kenta.