Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/394

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 393 —

gant ar re oa ebarz. Fontanellan a reaz o c’hrouga.

Ar re oa dalc’het gantan e Douarnenez evel prizounerien a vije lakeet gantan da azeza var houarn-ru, ha goude-ze var ar skorn ; ha pa varvent, ho c’horfou a vije taolet er mor evit beza debret gant ar pesket.

Ober a ree pep tra evit kaout arc’hant digant kerent an dud keiz-ze.

Fontanellan a zeuaz ive e bro Leon. Kaout a reaz o klask bokejou han er parkeier, Mari Koadelan euz a vaner Lezarnou, oajet a bevarzek vloaz, er bloavez 1597.

Mezarnou er barrez Plouneventer oa d’an aotrou Herve Parcevaux, demezet evit an eil gueich d’an demezel Renea Koetlogon intanvez an aotrou Koadelan. Bez en doa an dichans da zigemer en eul lein vraz du Liskoet ha lod euz he gompagnunez e mare ar brezeliou-man er bloavez 1594. Na vankaz, eme an aotrou chaloni Moreau, netra d’ar banket, ar boed oa dilicat ha servijet e vessel arc’hant ; er maner-ze oa neuze ar c’haera arrebeuri.

Goude lein an aotrou du Liskoet, protestant, a drugarekaaz meur a veach an