Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/392

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 391 —

tu evit gouzout dre belec’h oa an essa kemerout ar ger. Dont a reaz e spered unan bennag euz ar re ger ar sonj d’hen laza an deiz-ze, Ar spount dirazan a reaz dezo choum heb hen ober.

Eur miz goude, Fontanellan a zeuaz da velout he amezeien Penmarc’h ; ar veich-ze ne oa ket evit c’hoari killou. Re Benmarc’h a dec’haz dirazan en ho c’hasteliou. Fontanellan a lavare dezo ne oa deuet dy, nemet evit mont d’an aod ; hag epad ma oa an dud euz ar ger oc’h he zelaou, al laer a zeuaz ebarz ar c’hastel euz an tu dilæzet.

Penmarc’h a reaz neuze eur c’holl euz ar brassa ; rag an dud ac’hano n’o doa ket fallet ober evel tud Gwazien ha tud Kap-Sizun, o doa kasset ho zraou kaer da Vrest.

Neubeut goude, Fontanellan a zeuaz da Bonte-Kroaz. O velout na helle ket trec’hout an dud oa en em dennet e iliz Roskudon, ober a reaz devi balan dindano evit ho leski e beo, ma na zeujent ket er meaz.

An aotrou Villerouault gant he introun, hag an aotrou Kosker, person Pouldreuzik, mouget dija gant ar moget, a zeuaz er meaz euz an tour-ze