Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/380

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 379 —

merout ; ne dije, emezi, debret nemet ar bouet a zebre he fried. Hi oa eun demezel Katelan, euz a Venet. Arabad eo din ankounec’haat komz d’eoc’h euz an aotrou Kerkourtois, Renan du Dresnay, den iouank a bemp bloaz varnugent, leun a feiz hag a zoujans Doue, lazet o tivoal, he unan, eur pont enep an enemiet. An denchentil-ze oa bet dilœzet gant he soudarded, anez en dije gouneet ar viktor. Ar Spagnolet o doa goastet Rosporden, ar barreziou Elliant ha Beuzek.

Aumont a zeuaz dre Vraspartz, ar Faou ha Kastellin evit kemerout Kemper ; na ree drouk da zen var he hent.

Kass a reaz darn euz he dud gant an aotrou Liskoet da gemer kastel ar Spagnolet e Roskanvel, e bro Krozon. Neuze ar marechal a zeuaz da Gemper dre Vissirien ; ober a reaz d’he dud leuskel ho c’hezek eno, ha dont beteg ar ger heb ober trouz. En despet d’an dra-ze, kaout a rezont tud Kemper o tivoal ho mogeriou, rag katoliked mad oant. Koulskoude be oa er ger a Gem-