Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/378

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 377 —

eskopti, pa zeuaz ar c’helou a dostee an enemiet, darn dre ar menez, darn all dre an hent braz. Sarret oe deoc’h-tu doriou ar ger. Ar vourc’hisien a joume deiz ha noz var ar mogeriou hag a denne var re Gonk.

Ouspenn oe kasset kannadou da c’houll sikour e Henbont. Breur an aotrou Kinipily, den iaouank flamm, a zeuaz deoc’htu da Gemper, gant he dud, var gezek. Dont a rezont dre Gerfeunteun. Re Gemper oe var ar poent da denna varnezo evel enebourien, pa dostaaz an den iouank euz ar voger evit lavarout dezo oant amezeien. Lezonnet, skoet gant eun taol en he c’houzouk, a guitaaz Kemper deoc’h-tu.

Ar marechal Aumont (marechal zo huelloc’h c’hoaz evit jeneral) a glaske kemer kastel Montroulez. Rosampoul, mab an aotrou Karne, a zivoale ar c’hastel-ze. Ne oa mui er c’hastel da zibri nemet kik marc’h. Ar marechal, o c’houzout oa ebarz ar c’hastel an introun Rosampoul, a reaz kass dezi denved, ier ha klujiri. Na fellaz ket dezi o c’he-