Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/376

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 375 —

oa neuze ker pinvidik e Dineol, Kastellin, Ploumodiern, Kemeneven ha Lokornan, ma oa en tyez kals a draou arc’hant, hag alaouret, tassou pe pincherou. Eun devez goude m’en doa guelet ar benvidigez-ze, Sanzay en em strinkaz var ar barreziou-ze, hag a laeraz an oll draou kaer.


KENTA NOSVEZ VARNUGENT
————


Ar Brezonek a bado c’hoaz
E Breiz-Izel meur a gant vloaz ;
Ar Brezonek ne varvo ket
Ar feiz e Breiz chomo bepret !
(Ar Scour).

Var dro miz meurz euz ar bloaz 1594, ar Spagnolet, a du gant Merkœur, a zavaz e parrez Roskanvel eur c’hastel hanvet Kastel beg ar Spagnolet, dirag Brest ; hag egiz ma oant mad e kenver an dud divar ar meaz, eur marc’had oa bep sizun en ho c’hastel evel en eur ger. Merkœur en doa roet Konk da virout da Lezonnet, heman a droaz kein dezan. Rei a reaz Konk d’ar roue, ha klask a reaz ouspenn kemerout ar ger a Gemper. Tud ar ger oa en eul lein vraz e ty an aotrou Kerambiget, e maner an