Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/372

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 371 —

a lammaz varnezo euz tu an Trefflec’h, hag a lazaz ouspenn eiz kant anezo. Na lezaz ket ho c’herent da zouari ar c’horfou maro. Choum a rezont da vreina var c’horre an douar. Unan bennag a c’houlenne digant Fontanellan hag a helle choum el lec’h fleriuz-ze. Fez fall an enebour maro a zo dijus, emehe.

Fontanellan en doa evit choum, pa gare, iliz Sant-Tremor e Keraez, Kremenek e kichen Keraez, ha kastel Korlay. Redek a ree evit laera ha goasia, e Treger, e Leon, hag e peb lec’h e Kerne. Ar baysantet en em guze arauzan er perkeier land, dreon ar balan hag an drez.

Goude beza goastet Kerne-Huel, Fontanellan a glaskaz dont e Kerne-Izel. An aotrou Kelennek, euz Langolen, a reaz terri ar ponchou var steir Kastellin, hag al lec’hiou œz da dreuzi oa miret gant tud divar ar meaz ha na lezent den da dremen dre eno, na noz, na deiz. E Kerne-Izel n’o doa gret beteg neuze nemet klevet ar malheuriou euz an darn-all euz ar vro, evel m’an dije fallet