nemet ar re o doa en em guzet er parkeier etouez an ed, neuze ao, hag er mare da veza troc’het ; ha c’hoaz lod anezo oa laet gant an dud divar ar meaz. 1592.
Var dro miz even, Merkœur, gant he Spagnolet, a zistrujaz kastel Rostrenen. Ar Saozon a sikoure ar brotestanted euz a Frans hag ar Spagnolet a sikoure ar gatholiket. Goude, Merkœur a gassas kuit euz Kallak, pedir leo euz Keraez, tud fall a lavare oant euz tu ar roue hag a choume e koz mogeriou euz eur c’hastel ravinet, hag a ree kals a zroug d’ar baysantet. Merkœur a gemeraz ive kastel Kintin.
Du Goust, den fall ha didruez, en doa kollet kastel Blain, kemeret gant Merkœur ; klevout a reaz ne oa choumet da zivoal ar c’hastel nemet pemp den var-nugent.
Dont a reaz mintin gant ez den d’en em guza en eun ty braz e kichen ar c’hastel : var dro kreiz-de an nor oe digoret evit leuskel karradou foen da zont er porz. Du Goust a brofitaz euz ar moment-ze evit kemerout ar c’hastel : gant he eiz den, he c’holl a reaz eun neubeut goude ; ar pez a reaz kals do-