Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/360

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 359 —

doun, tennet oe ac’hano e beo. Ia, bugale, an dud direizet zo goassoc’h eget al loenet gouez.

Ar c’hombajou-ze a c’hoarveze ken aliez en amzer-ze etre ar gatholiket hag ar brotestantet, a ree d’ar voazet dont ter ha kriz, ha buhan avoalc’h e vije bet c’houezet tan ar brezel evit pell amzer.

An aotrou Koet-Kourson, euz a du ar roue, a gemeraz porz ar Blavet, er ger a Henbont.

Filip Merkœur a zeuaz dy gant eun arme.

Ar re oa ebarz ar ger a n’em zifenne mad ; ar merc’het zoken a daole dour zomm ha mein var gein an enebourien. Merkœur a zeuaz er porz euz tu ar mor. Dont a reaz da gemerout ker hag he zoudardet a laze an oll hag a voaste peb tra.

Daou ugent plac’h iaouank oa en em zastumet da virout ho buhez hag ho enor enep ar zoudardet. Pignat a rezont en eur vag. O velout ar zoudardet o tostaat outho, ar merc’het kristen-ze, o kemerout pep hini dorn he c’honsor-