Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/36

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —

Ober a reaz ive goulen merc’het iaouank fur ha kristen evit an dud iaouank a oa deuet gantan e Breiz-Izel. Ursula, e pehini en doa lakeet he c’hoant, e doa kemeret Jesus-Krist evit pried. He zad, roue, a reaz dezi pignat var al lestr a dlie he c’has d’ar Vreiz-Vihan. Uneg mil euz he c’honsortezed a bignaz ive var al listri. Ursula oa ho frinsez. Al listri a zavaz an heor e Londres, pehini zo breman ker-ben Bro-Saoz, Setu aman petra a erruaz.

Ursula e doa pedet ann Aotrou Doue na laoskeje ket eun all nemetan da veza perc’hen euz he c’haloun. He feden oa selaouet. Rag ne oant ket anter hent, ma zavaz eur goal amzer, eun avel ar brassa. An toennou mor a oa spountus ; ar gerniou a dorre hag a goueze an eil var eben. Ar guerc’hezet kez hag ar vartolodet a gave dezo a oa ar mor o vont d’ho lonka, Ursula n’en em glemme na na voele ; ne ree nemet pedi Doue. Lavaret a ree d’he c’honsortozet en em zastume en dro dezi evel ho frinses, kemer caloun, hag esperout en Doue