Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/350

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 349 —

Aotrou ar c’hastel-ze hag an aotrou Kerandraon a ree kals gaou d’ar barreziou tro var dro ; re Leon oa skuiz da c’houzanv kement-ze.

Kerouzere oa dalc’het evit ar roue gant an aotrounet Boeskon, Koatnisan, Kerandraon ha Goesbriant. Daou pe tri devez oa ma oant dirag ar c’hastel pa oe kasset an aotrou Kerhir da glask kanoliou e Kastel-ar-Brignou.

Re Vrest a zalc’he tu ar roue evel an aotrou Kerouzere, hag a lazaz an aotrou Kerhir en hent. Koulskoude dont a reaz kanoliou, hag ar c’hastel na joumaz ket pell en he za. Ar re oa ebarz a c’houlenne ho buhez ; ar bobl a c’houlenne ho maro. Rosampoul hag ar Faouet a glaske divoal ar brizounerien, ar bobl, direizet, a skoaz ganto ho daou, gant eur forc’h ha gant eur bolc’h. An aotrou Kerandraon oa lazet. Peb kristen a dlee gouzout a vir gourc’hemennou Doue laza den ebet nemet er guir vrezel.

An dud-ze oa c’hoaz e Kerouzere, pa zeuaz dezo ar c’helou oa n’em zastumet e Treger mil den var varc’h ha mil var

29