hag ar Vretonet tre-mor pa vijent trec’het en eul leac’h a zeue da zilezel ar c’harter-ze hag a zeue da glask eur vro guelloc’h en Armorik, e pelec’h e kavent douarou braz dilœzet neuze e tiazezent hag e savent keriou.
Lavaret a ree guechall hon tud koz Konan Meriadek, deuet aman gant kals tud iaouank euz ar Vreiz-Veur, a oa eun den a zoare hag a galon. Paotret iaouank Breiz-Izel o doa hen goulennet evit ober ar brezel d’ar Romanet ; hag o veza trec’het ar Romanet hag ho c’hasset e meaz euz ar vro, en em lekejont da ioual e vije Konan ho roue. Heman ne gave ket e touez merc’het ar vro eur gristenez evel ma c’hoantee evit pried ; rag ne oa ket c’hoaz kals kristenien er vro. Neket na oa ket merc’het brao e Breiz, ha memes merc’het fur. Beza ez euz merc’het koant enni hag ato a vezo. N’ho doa nemet furnez ar bed, ha Konan a glaske eur furnez kristen. Kass a reaz eta tud da Vreiz-Veur evit goulen da bried dezan eur brinses, unan euz ar re furra hag ar re desketa euz he amzer.