n’en doe ket a beoc’h, kent n’en dije eureujet gant an dugez a Vreiz.
Anna fur, devot, euz eur vuhez direbeich oe karet hag estimet dreist gant ar roue, Louis XII he galve gant karantez he Vreizadez.
Epad ar pemzek vloaz ma oe Anna pried Louis XII, lakat a reaz da ren e palez Bro-C’hall ar memez giz e oa bet e palez ar Vreiz, en amzer Jannet a Frans ha Francesa Amboaz. Eno e vije kelennet ar merc’het iaouank da ren eur vuhez fur ha divlam ; desket e vijent var ann oll skianchou mad. Anna, goude he deveriou a relijion, a dremene he amzer gant ar merc’het iaouank-ze, o labourat gant an nadoz pe gant ar verzid ; hi a gomze ker brao ma o doa plijadur da zont da gozeal ganti, kanadet ar Rouanet, ha kannad hon Tad santel ar Pab, an eskibien, an dud gouiek, ar skrivanourien, an dud a ree guerziou kaër. Ne savaz trouz ebet morze etre ar Roue Luiz hag ar rouanez Anna, nemet pa reaz ar roue-man brezel d’hon Tad santel ar Pab Jules II, e 1510. Goulen