Landais a reaz dismantra ho maneriou, troc’hi ho guez, hag a aliaz an dud d’ho laza evel loenet gouez. An dra-ze na reaz nemet direiza mui-oc’h-mui ar Vretoned ; dont a rezont e foul e porz ty an dug, hag ar bobl a zeuaz beteg an diri. Fanch a gassaz he vreur kaer, ginidik euz a Frans, da gomz d’ar bobl dre gaer. Heman, teo ha lard, en doa beac’h o tremen etouez ar bobl-ze, na heane da ioual evit ma vije roet dezan Per Landais d’he bunissa. O tont en dro, ar chondt gallek a lavaraz da Fanch : « Aotrou dug, guelloc’h ve din beza roue var deg kant mil loen gouez eget beza roue ho Preiziz ; ret eo deoc’h roi dezo Landais, ar c’henta ar guella. » Neuze an dug Fanch, o kemerout he vignon Landais dre an dorn, he roaz d’ar bobl, oc’h he bidi da ober trugare dezan. Raktal oe barnet ha krouget.
Koulskoude Fanch an daou oa eun dug mad, gouiziek hag a garie an dud a labour mad. Savet en doa eur skol brudet e Naonet. Fanch en deuz digasset e Breiz tud da voula al leoriou. Er bloaz