Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/310

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 309 —

Arzur, ha pa varvaz, ar vro oa hanter kemeret gant ar Francisien. Ar Saozon, devet e Krozon en amzer an dug Per, oa bet pilet eno, dont a rejont e Leon, e kichen Brest, pa oa Fanch dug a Vreiz ; an dud divar ar meaz hag an aotrounet Kimec’h, Rosmadek, Tyvarlen ha Pratanraz ho c’hassaz kuit buhan avoalc’h.

Per Landais, mab eur c’hemeneur euz ar ger a Vitre, oa deuet da veza mignon braz d’an dug Fanch, ha Guillou Gueguen oa mignon braz da Landais. Nikun anezo ne oa mignon d’ar bobl, rag ho daou oant fogerien ha didruez evit ar re na blijent ket dezo. Lakaat a rejont Chauvin, den prizet ha karet gant an oll, da vervel gant an naoun, ar ienijen hag er glac’har, ha d’he vugale mont da glask ho bouet. Ar re genta euz an duchentil a n’em unanaz gant ar bobl evit ober d’an dug kass kuit Per Landais. Kerouzere, Kermorvan, Molak, Pluskellek ha kals tuchentil all a zeuaz da gaout an dug. Hogen heman n’ho selaouaz ket, siouaz. Per