Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/30

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —

Jesus-Christ ; Elorn a lavaraz na felle ket d’hen kuitaat he zoueou. Ma raffoc’h da viana, eme Derrien, sevel eun iliz d’ar guir Doue hag ober deski d’ho mab lezen Jesus-Christ, e telifren ar vro euz eul loën a ra kement a zrouk. Elorn a lavaraz en dije great kemense.

Neuze an daou varc’hek a ia betek toull an dragon. Gourc’hemen a reont dezan en hano Jesus-Christ dont er meaz. Senti a ra, hag he c’houiban zo ken euzuz ma eo spontet marc’h Derrien. Ar marc’h a lamm hag a ia kuit en eur deurel he vestr d’an douar. Derrien ne goll ket kaloun : ober a ra sin ar groaz, hag e taol he c’houriz en dro da c’houzoug an ærouant. Neuze, o tra souezuz ! Derrien a ro an aneval criz-ze da vap Elorn evit hen kass d’he dad. — Piou na vije ket bet estlammet o velout an dragon renet gant eur bugel. — Mont a ra evel eul loën reiz gant ar c’hrouadur beteg Kastel-Elorn. Ac’hano Derrien ha Neventer hen kass da Vrest evit m’en dije roue Brest hen guelet. Euz a Vrest hen kassont d’ar ger vraz a Dolent evit ma vije guelet ive gant ar roue Jugon a choume er ger-ze. Goude-ze, araok mont d’ho bro, a fellaz dezo laza an