en eun toul tenval, ha leiz, hag e oa lezet da vervel gant an naoun. Eur c’hreg iaouank divar ar meaz, o veza klevet klemmou truezuz, a ziskennaz e kichen an toul, ha bemdez a zigasse dezan eun tam bara du ha dour, dre toul eur prenestik ; setu aze magadurez eur prins a Vreiz.
Jili a n’em gave semploc’h bemdez, goulen a reaz digant ar c’hreg-ze hag hi a halje klask dezan eur c’hoessor. Eur manac’h n’en doa ket aoun da zisken en toul, hag o tostaat he skouarn euz ar prenestik a zelaouaz koession ar prins o font da vervel. Neubeut goude, an dug a Vreiz a dremene, gant he heul, trez Sant Mikel. Laouen oa, rag gouneet en doa var ar Saozon, ha komz a ree gant levenez d’an duchentil oa en dro dezan. An abardaez oa ; dont a ree tenval, rag an noz a dostae. Guelet oa koulskoude var eul lec’h huel eur manac’h o hedel an dug hag he heul. Pa oant deuet tost dezan, an den Doue a c’houlennaz komz
17*