Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/296

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 295 —

Kaloun an dug oe kaletoc’h eget an dir. Na bleo guen he yountr, na daelou he zaou vreur, na reaz dezan truez ebet evit he voad. Hag, e leverer, n’en doa ket a vez da ober goab anezo. An dug ne hellaz ket ober barnout he vreur, rag ar Vretoned o doa disklæriet n’ho dije biken lezet laza ar prins Jili. Ma na oa ket bet ar prins iaouank fur na sentus, n’en doa ket koulskoude meritet ar maro.

Fanch, o velout na helle ket lakaat kondaoni he vreur, rag ar Vreiz oll a c’houlenne he savetei, a reaz lakaat he vreur Jili e prizoun e kastel la Hardouinaye, hag he roaz da virout d’he voassa enebour Arzur Montauban ! Heman koulskoude oe guelloc’h e kenver Jili eget he vreur propr. An dug a lavaraz dirag daou zen : Me garfe guelet va breur o font d’ar baradoz. Avoalch oe evit lakaat an daou zen-ze da glask laza Jili en eur ampoesoni he vouet. Jili na varvaz ket var an taol. Neuze oe diskennet