Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/284

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 283 —

an oll Frans, ha guelet oe eur roue saoz o tougen, ouspen he hini, ar gurunen fleur de lizen. Ar vro oll oa ravajet ; ne oa nemet brezel pe lazerez,

Kigourien Paris, elec’h laza loenet, a laze tud. An hini galloudek avoalc’h a ree d’ar bobl pea. An dug a Vreiz, deuet en oad, a glaske lakaat ar peoc’h ha dizamma ar bobl euz he boaniou. Doue oa hebken gouest da zavetei ar Frans. Furnez ha skiant an dug, peger braz bennag ma oant, na helle ket rapari malheur ar Francisien. Ar Vretoned hebken a jouisse euz eur peoc’h braz ; na oa guezet malheuriou ar Frans nemet gant ar re a heulie an dug pa ie da Baris. Trouz zo e Paris, a glever, eme an den divar ar meaz d’he amezek, ha lavarout a reont ar roue a Frans zo deuet ker paour ma na hell pea he voutou-ler, hag he zujidi zo goassoc’h c’hoaz.

Eur plac’h iaouank divar ar meaz, ne doa beteg neuze nemet divoallet al loenet, oa choazet gant Doue evit savetei ar Francisien.