poaniuz, em euz-me kanet eur ganaouen a louenedigez o tont en dro da va bro, ha diskuizet va daoulagat, neuze digor, gant ar guel euz he genet hag euz he draounienou ker glaz ha koadet ker stank. Derrien ha Neventer a gave-ta kaer ar vro, ha sellout a reent a bep tu, pa veljont euz var zu eur c’hastel, eun denchentil en em deurel er steir. Hanvet oa Elorn ; hag abaoue, ar steir zo hanvet Steir-Elorn. O velet kemense Derrien ha Neventer ne gollont ket amzer ; mont a reont buhan evit he zavetei, hag he denna a reont er meaz. Goulen a reont digantan evit petra a glaske en em veuzi. Elorn a lavaraz dezo e ber gomzou he stad ankenniuz. Aotrounet, emezan, er vro-ma zo eun dragon euzuz a lonk an dud. Ar roue Bristok, zo e chom e Brest, en deuz gourc’hemenet guelout pep sadorn, pe dy a dle ober he vouet d’an dragon. Deuet eo tro va zy kenliez a veich, ma ne choum mui ganen nemet va greg ha va bugel. Kentoc’h evit ho rei da voueta d’an dragon em euz klasket mervel. Derrien, leun a feiz, goude beza komzet d’hen gant nerz euz ar guir religion, a lavaraz : Me lazfe an dragon, mar teufe Elorn da anaout
Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/28
Neuz