kaout ar gurunen, hag abalamour d’an dra-ze hen lakeaz dre drahison en eun tour huel e kichen Guenet. Na gredaz ket ober an taol-ze nemet dre guz, o c’hourchemen da Bazvalan he laza ; Bazvalan oe karget d’he zivoal en tour-ze. Laval, Beaumaner ha Bazvalan, tuchentil breton, a n’em daolaz da dreit an dug evit na raje ket eun torfet ker braz. An dug n’ho selaouaz ket ; koulskoude na hellaz ket sarra he zaoulagad epad an noz. D’ar fin, he voad o veza deuet ienoc’h, spountet oe euz ar pez en doa ordrenet, hag e vouelaz epad an diveza loden euz an noz. Da c’houlou-deiz, Bazvalan a zeuaz d’he gaout. « Ha gret-teuz ar pez m’euz gourc’hemennet did deac’h ? eme an dug da Bazvalan. — Ia, va aotrou, emezan, — Tec’h kuit, eme an dug, ha na zeu biken mui dirazoun. » Kement a c’hlac’har en doa an dug, ma na fellaz ket dibri en deiz-ze. O klevout kement-ze, Bazvalan a zeuaz adarre da gaout an dug, hag a lavaraz dezan e guirionez ne oa ket lazet Klisson. Rag gouzout a ree mad an dug en
Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/276
Neuz