Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/274

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 273 —

Sylvestr Budes, euz a voen Guesbriant, a zigasse hon Tad Santel ar Pab en dro e Rom, euz pelec’h oa bet kasset kuit gant tud fall. Dek euz an Allmagn o veza goulennet kombati gant Sylvestr hag he dud, an dek Breton a c’hounezaz ar viktor var an dek Allmand.

En amzer-ze, Guesclin a gouezas klan epad ma klaske kemer ker Kastel-Nevez-Randon, e Frans. Alc’hueou ar ger-ze oa digasset en amzer ma varve ar c’habiten braz-ze, var he archet, 1380. Ar Breton ker brudet-man oe sebeliet etouez ar rouaned a Frans, en iliz Sant-Denez, e Paris. Ouspen ma oa Guesclin eur soudart vaillant, be oa ive eur c’hristen mad. Den n’en doa mez neuze da heulia ar relijion katholik.

Ho pe sonj, eme Guesclin d’he soudarded, c’hui, tud a vrezel, a renkit atao espern an dad konsakret da Zoue, ar vugale, an dud koz, ar merc’het, ar paourkez pobl.

Klisson, soudard vaillant ive, mæz eun den kriz, en doa demezet he verc’h Mac’harit gant mab hena Charlez Bleiz. Montfort a gredaz a glaske Klisson