Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/258

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 257 —

1364, an diou arme en em gavaz an eil dirag eben. An diou vaniel oa euz ar memez liou, ho diou karget a herminet ; var bep hini oa merket : Mervel kent en em souilla ! Potiùs mori quam fœdari ! Trista tra eo guelet eur brezel etre tud euz ar memez bro. Neuze a ia ar breur a enep he vreur, ar mignoun a enep he vignoun.

Charlez, goude beza sakramantet, a renkaz he zoudardet. Montfort a ree sin ar groaz, hag a vouele o sonjeal er goad a vije skuillet en deiz-ze, ha c’hoaz goad breton. Setu Yoland, ki an dug Charlez, a redas beteg Iann Montfort, hag a lipaz he zorn, evel m’an dije gret d’he vestr. An dud a lavare na vije bet biken ar c’hi-ze da eun all nemet d’an dug a Vreiz ; abalamour da ze Montfort oe laouen da velout ar c’hi-ze o tilezel he vestr evintan. Pegement a dud, evel ar c’hi-man, a zeu da zilezel ho mæstr pe ho mignon pa teu da veza malheüruz ! Guesclin, gant eur morzol en he zorn, a skoe var ar Saozon, euz tu Montfort. Ugent a lammaz varnezan hag he bilaz